Keleier ar vro d'al Lun 15 a viz Even 2026
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Prezidant departamant Penn-ar-Bed a vo barnet hiziv e afer an RSA
Hiziv e vo barnet e Brest prezidant departamant Penn-ar-Bed, Mael de Calan, ha rener servijoù an an RSA en departamant evit « harelerezh melestradurel ». Kaset int bet dirak al lez-varn gant ar CGT ha c'hwec'h den a reseve an RSA. Re a wask a vez laket war an dud vresk hervezhe. Maelenn Bernard a resev an RSA en departamant, a-brantadoù, abaoe eizh bloaz. Santet he deus e oa strishaet politikerezh an departamant hag e oa graet ar c'hontroloù RSA mod nevez evit lakaat an dud diaes.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas
Ar Plastic Odyssey a oa e Konk-Kerne e-pad an Dibenn sizhun
Ur vag divountin a oa posupl gweladenniñ e-pad an dibenn sizhun e Konk-Kerne : ar Plastic Odyssey. War vourzh e kaver mekainkoù da adaozañ ar plastik hag ijinadennoù low-tech. Deskiñ a reer ivez e peseurt mod e vev an akipaj hep plastik pe dost. Ul lec'h evit deskiñ eo, a ginnig diskoulmoù pleustrek. Marin In, martolod ha keginer e-bourzh ar Plastic Odyssey, a gont hiroc'h deomp war ar pezh a vez graet gante.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas
Ha da glevet ivez :
Kavet o deus Iran ha Stadoù Unanet un emglev war ar peoc'h e Kornog Azia
G7 e Evian ha No G7 e Geneva
Arnodenn dre-skrid kentañ ar vachelouriezh
Krogadoù melldroad Kib ar Bed
Gourfenn Kib Breizh : aet eo ar maout gant Pondi !